Liberté Égalité

De Wikitrad
Aller à : navigation, rechercher
Informations diverses

Paroles : Claude Lintanf
Musique : Traditionnel
Interprètes : Eben, Diridollou-Lavigne
Origine : Espagne, Bretagne
Danse : Dañs tro
Mp3 : Diridollou-Lavigne

Paroles

O lâret din ‘ta mignoned ba’ peseurt bro omp amañ ?
Ha daoust ha bro Gwirioù Mab-Den a vije ‘vel a glevan ?

Rak Liberté, Égalité met ivez Fraternité
Lâret e vez, skrivet e vez met petra ‘dalv’ kement-se ?

Met petra ‘dalvez kement-se, ya pa vez serret an nor
Ha serret mat ha serret kloz da gement a c’houl’ digor

D’ar re zo deu’t da c’houl’ gwasket fuzuilhoù en o c’heinoù
Eskuzet a vez respontet met n’oc’h ket n’hon faperioù !

Ha ma ve’nt lazhet goude-se pa zistrofont en o bro
Ar Republik a vo divlam rak ‘oant ket n’he lezennoù !

Ha koulskoude ma mignoned a vez lâret ha skrivet
En hon bro gaer eo vefe bet Gwirioù Mab-Den ijinet !

Met Liberté, Égalité hag ivez Fraternité
Lâret e vez, skrivet e vez met petra dalv kement-se ?

D’ar re n’an’vezont en o bro ‘met paourentez ha naon du
Lâret e vez amañ ivez, amañ n’eo ket ken druz !

Ha gou’t a rit ma zudoù kaezh e Frañs ivez zo peorien
Hag a dremen, kompren a rit, a-raok an Estrañjourien !

Ha bugale gant o mammoù, bugale o c’houlenn laezh
‘Vez skoet ‘maez dre ar ruioù ha c’hoazh vez ket a vezh !

‘Vez skoet maez dre ar ruioù pa ne ven’t ket dastumet
Ha serret mat evel loened ‘n ur CRA milliget !

Ha koulskoude ma mignoned e vez lâret ha skrivet
Ne hon bro gaer e vefe bet Gwirioù Mab-Den ijinet !

Met Liberté, Égalité hag ivez Fraternité
Lâret e vez, skrivet e vez met petra ‘dalv’ kement-se ?

Références

Écrit par Claude Lintanf avec le titre Degemer Mat er Republik en 2014 pour une flashmob en centre-ville de Lannion organisé pour défendre l’accueil des personnes migrantes et réfugiées en France.

Chant par 330 enfants de 12 écoles bilingues ou immersives du centre-bretagne au concert Bugale Kreiz Breizh 4 à Carhaix en 2019 (Youtube ou Soundcloud), par Eben sur l'album Eben en 2020 (Youtube), par Marine Lavigne et Sterenn Diridollou au Festival de Cornouailles à Quimper (Finistère) en 2024 (Youtube).