Lorberezh
Informations diverses
|
Paroles
D'ar bemp war'n ugent deus a viz Du
'Tiskenn ar Soazon en Dour-Du
'Barzh an Dour-Du 'maint diskennet
Ur plac'h yaouank o deus laeret
Laeret o deus ur plac'hig koant
Da gas gante d'o patimant
Marivonig eo hi anv
Ha genidik a Gourlanno
Marivonig a lavare
'Biou porzh he zad pa dremene
Adieu ma mamm, adieu ma zad
Biken n'ho kwel't ma daoulagad
Adieu kerent ha mignoned
Biken n'ho kwelin war ar bed
Ar varivonig a ouele
Ne gave den d'he c'honsole
Marivonig na ouelet ket
Kar ho puhez, ne gollfec'h ket
'Vit ho puhez ne gollec'h ket
Mes hoc'h enor, ne lâran ket
Ur peskig bihan deus foñs ar mor
Sav Marivonig war c'horr' an dour
Ur barr avel a zo savet
Toull porzh he zad 'n eus hi c'haset
Réréfences
Rapporté notamment par Narcisse Quellien dans Chansons et danses des Bretons en 1889, p.99 (Lire en ligne) et par François-Marie Luzel dans le tome I des Gwerzioù Breizh-Izel, p. 350 (Lire en ligne).
Chant par Lors Landat et Thomas Moisson sur l'album An Tan Skornet en 2013, en concert (Extrait sur Youtube) ou à Fouesnant en 2015 (Extrait sur Youtube).
Malrieu : M-00244 Ar plac’h laeret gant ar Saozon en Dourdu (Voir sur kan.bzh).