Ar miliner
Informations diverses
|
Paroles
Ur plac'h yaouank ziwar ar maez
Lar ar miliner lar an aotrou maer
Ur plac'h yaouank ziwar ar maez
Oa deuet d'ar milin un nozvezh
Tal ar vilin p'oan erruet
Ar miliner a oa kousket
Savetz alese 'ta miliner
Vale va sac'had dont d'ar gêr
Petra 'zo ganeoc'h en ho sac'had
Pe oc'h fennoz ken diwezhat
Kerc'h ha segal ha gwinizh du
Pa mañ ho milin war he zu
Na war he zu pe n'emañ ket
Bremaik souden a vo lakaet
Ha dre ma c'h ae ar greun er gern
Ar miliner a groge ferm
Ha dre ma c'h ae ar bleud er sa'ch
Ar miliner boke ar plac'h
Dousig, dousig 'ta miliner
Torret 'peus las ma davañcher
Ma vez torret, torret a vo
Kemenerien 'walc'h zo barzh ar vro
Kemenerien 'walc'h 'zo barzh ar vro
C'hwi a glasko ha me baeo
'benn dimeurzh e c'hemp da Rostren
Me breno deoc'h ul lasoù gwen
Mont a remp da Sant-Nikolas
Me breno deoc'h ul lasoù glas
Seitek devezh ha triwerc'h miz
Oa aet an Aotrou en Pariz
Pa oa erru 'n Aotrou 'bar 'gêr
Oa chenchamant 'barzh ar maner
Ur paotr bihan glas ha lagad
'vez ket goaret piv oa he dad
'Vez ket goaret piv oa he dad
Ar miliner a ouie mat
Ken a lavaras ar gomer
Na demp da glask ar miliner
Ei emp d'ho klask o miliner
Nag evit donet da gomper
Me da gomper me ne n'an ket
Kar ma milin 'zo war he bleud
Kar ma milin 'zo war he bord
Hag am eus aon e vez torret.
Références
Rapporté par Ar vreudeur Morvan, Guy et Yvonne Berthou dans Teñzor ar Botkol en 2002, page 113.
Chant par les Frères Morvan en ton doubl fisel sur l'album Ar vreudeur Morvan en 1974 (Youtube) et en scottish sur l'album Fest-Noz à Botcôl en 1999 (Youtube).
Malrieu : M-00375 Ma mamm tapit ma brozh lin (Voir sur kan.bzh).