Metig
Informations diverses
|
Paroles
Tud yaouank deus Breizh-Izel, o didostait da glevet
An istor deus va daeloù, ha va foanioù kalet
Me ‘zo eur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper
Ha me’m eus choazet eur vestrez ‘barzh eskopti Treger.
Bord ar mor ez on ganet e bro Sant Gwenole
Ha biskoazh nemet glac'har n’am eus bet em buhez
Glac'har ha gwir garantez setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn.
Pa vichen bugaleaj, o va mamm baour alies
Hi ‘ lavare din « Va mab, kar ha ped ar Werc'hez !
Kar anezhi, va mabig! Ped Gwerc'hez Rumengol !
Mar he fedez a-galon, ne 'z i james da goll. »
He fedet em eus bepred ha bremañ a-raok mervel
Me ‘gano meuleudioù da'm breudeur Breizh-Izel
E veajin deus va zud evit mont pell deus ar gêr
Evit mont war ar studi da skolaj Landreger.
Me ne oan ken pemzek vloaz, me a ouele dourek
Evidon-me ne oa ket, siwazh, a eürusted.
O tostaat deus Landreger, me ‘gavas eur plac'hig
E oa koant ‘vel eur rozenn, he ano ‘oa Metig
D’ar gouent e oa kaset, evit mont war he studi
He c'halon ‘jomas mantret, kement ha va hini
« Siwazh, plac'hig, » emezañ, a lavaras dezhi
Evel daou zen ankeniet o kuitaat tud o zi
He dornig flour en dornig ‘lakeas gant karantez
Evit ma vichemp eürus o ouelañ asambles
Met ar plac'hig ‘lavaras : « Kloareg Sant-Gwenole
Pedomp Doue alies an eil evit egile ! »
Neuze e pedomp Doue ha sent kozh Breizh-Izel
Evit ma vijemp eürus ha laouen asambles
Références
Rapporté par Yann Ber Vari ar Skourr dans Kloarec Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton vers 1870 (Wikimammenn), par Ar vreudeur Morvan, Guy et Yvonne Berthou dans Teñzor ar Botkol en 2002, page 111 (Lire en ligne).
Chant par Jean Marie long & Pierre Fer sur l'album du Cercle Celtique De Poullaouen Gavotte De Bretagne - Kan Ha Diskan en 1956 (Youtube), par les sœurs Goadec sur l'album Mouez Breiz en 1967 (Youtube), par les frères Morvan sur l'album Ar Vreudeur Morvan en 1993 (Extrait sur nozbreizh), par Annie Ebrel, Lydie Le Gall, Marie-Aline Lagadic et Klervi Riviere sur l'album Femmes de Bretagne en 1997 (Youtube), par Fañch Menez, Loeiz Ropars et Bastien Guern sur l'album Archipel des Musiques Bretonnes de Yves Defrance en 2000 (Youtube), par le trio KSL sur l'album Disul d'an abardaez en 2016 (Extrait sur nozbreizh).
Malrieu : M-01124 Metig ha kloareg Koad-ar-Rannou (Voir sur kan.bzh).